STAJ B&B
- Petra eo ? Ur sizhunvezh staj brezhoneg gant bod ha boued e ti brezhonegerien ar vro.
- Penaos e vo ? Kentelioù diouzh ar mintin, abadennoù a-bep seurt goude lein (dañsoù, pourmen, kan, c'hoariva...). Diouzh an noz e vo degemeret ar stajidi er familhoù da bakañ koan, da gousket ha da gaout o dijuniñ an deiz war-lerc'h.
- Evit piv eo ? Kinniget eo ar staj-mañ d'an dud o deus kroget da gomz brezhoneg pe d'ar re a gomz madig awalc'h, dezho d'en em varrekaat.
- Pelec'h e vo ? E Lesneven evit ar c'hentelioù, hag er parrezioù tro war dro evit an abadennoù hag ar bod.
- Peur e vo ? Etre al lun 8 hag ar sadorn 13 a viz Ebrel 2019
- Pegement eo ? 300€ (pep tra e-barzh) / 250€ evit ar studierien, tud dilabour ha stajidi Pevarlamm Lesneven
Séjour linguistique en breton
Ti ar Vro-Bro Leon relance une formule de stage intensif de breton : le séjour linguistique.
Vous apprenez le breton, vous voulez parler et vivre en breton pendant une semaine en immersion dans un environnement bretonnant, ce séjour est pour vous !
Pendant une semaine, nous vous proposons des cours le matin, des activités variées l'après-midi (chant, danse, théâtre, balades et visites...). Le soir vous serez hébergé dans une famille bretonnante.
Stage du 8 au 13 avril 2019
Coût : 300€ (tout compris) / 250€ pour les étudiants, chômeurs, stagiaires Pevarlamm Lesneven
|