Emgav div wech ar miz evit ur gaozeadenn e brezhoneg !
Abaoe ouzhpenn 10 vloaz bremañ e vez pedet tud ar vro pe a-bell vro da zont da gontañ o vuhez, o oberenn, kinnig ul levr, tabutal war an aktu, lakaat ac'hanoc'h da brederiañ war tem-mañ-tem... Degemeret omp en ul lec'h plijus gant Nico, perc'henn an ostaleri Ti Tom, straed Alsace-Lorraine, e Lesneven.
Digoust eo ha plijadur e leizh a vez !
Program 2014-2015
MIZ GWENGOLO / MIZ HERE
Meurzh | 30/09
Foetañ bro war velo : 2 den, 2 doare da veajiñ
Plijout a ra dezho foetañ bro war o velo. Met pa vez unan o profitañ deus an hent, e vez egile o lonkañ ar c'hilometradoù... Dont a raio André Ollivier ha Fañch Favé da eskemm o sell war doare pep hini da zizoloiñ ar bed war velo.
Gant André Ollivier (Plouider) & Fañch Favé (Plouzeniel)
Pédaler jusqu'à l'autre bout du monde : 2 hommes, 2 façon de pédaler Ils aiment les longs périples à vélo. L’un prend son temps et profite du paysage, quand l’autre avale les kilomètres. De l’Atlantique à l’Oural, à travers le Laos et jusqu’au Pôle Nord, Dédé Ollivier et Fañch Favé échangeront sur leurs aventures de cycliste à travers le monde.
Meurzh | 14/10
Kafe-filo : Ar relijion
Hirie an deiz emañ c'hoazh ar relijionoù e kreiz an aktu. Met petra eo ar relijion ? Peseurt plas a zo ganti en hon bed a-vremañ ? Peseurt levezon war buhez pep hini ? Peseurt darempredoù etre ar relijionoù ? Gant skoazell skeudennoù ha dielloù e vo tu da bep hini reiñ e sav-poent, eskemm ha tabutal.
Gant Jo An Duigou
Cafe-philo : La religion Aujourd'hui, la religion, quelle quelle soit, influence nos sociétés, l'actualité de ces derniers mois en témoignent. Jo An Duigou nous invite à nous interroger sur ce qu'est la religion, sa place dans la société, sur les relations inter-religieuses, à travers des images et des représentations actuelles.
MIZ DU
Meurzh | 04/11
Breizh hag ar vretoned er brezel 14-18
Dont a raio Louis Elegoet, kelenner war an istor, da zisplegañ deomp penaos eo bet bevet ar brezel bed kentañ gant ar vretoned, war an talbenn met ivez er vro.
Gant Louis Elegoet
La Bretagne et les bretons dans la guerre 14-18 Les Bretons ont, dit-on, occupé une place spéciale sur les champs de batailles. En témoignent les monuments aux morts et autres témoignages de la guerre qui trônent dans la plupart des bourgs de Bretagne. Qu'en est-il vraiment ? Comment la Bretagne et les Bretons ont-il vécus cette guerre ? Avec Louis Elégoët, professeur d'histoire et passionné de l'histoire de la Bretagne, que l'on ne présente plus !
Meurzh | 25/11 Cinéma Even, Lesneven (4,50€)
"Avec Dédé"
[Miz an Teulfilmoù | Mois du documentaire]
Dédé er Meut a zo ur soner, kaner, dastumer anavezet mat e Breizh. 'Pad pell amzer eo bet penn-soner Bagad Lokoal-Mendon. Ur film a zo bet savet diwarnañ gant Christian Rouaud
Les mots se bousculent dans sa bouche, les objets lui résistent, il est encombré de son grand corps, mais il avance, avec une énergie communicative. C'est Dédé Le Meut, sonneur de bombarde virtuose, amoureux de la langue bretonne, de la musique, de l'humanité. Généreux, fantasque et burlesque tout autant que musicien talentueux, inlassable glaneur du patrimoine culturel, cet irrésistible Monsieur Hulot breton nous emporte dans le tourbillon de ses rencontres.
1h20, réalisé par Christian Rouaud
MIZ KERZU
Meurzh | 02/12
"Balafenn houarn" : ur yaouankiz gwall-gaset
Mont a rin war al loar ! he doa lâret va mignonez. - Me 'lammo gant un harz-lamm ! am boa respontet.
Da c'hwezek vloaz, ur miz ha daouzek deiz e oan e nijva Meukon, e-kichen Gwened, e-barzh ur c'harr-nij bihan, prest da vont betek penn ma huñvre. Ur plac'h pennek ha digourdi eus karter Bellevue e Brest eo Patricia, c'hoant ganti bevañ d'an daoulamm memes pa dro he hunvre da fall. Sport, spont, riskloù, daeroù, arzoù ha fent... Un avantur kriz a gaso ar plac'h yaouank war-zu bed an dud deuet. Un danevell-vuhez fromus maget gant ar poan hag ar spi.
« J'irai sur la Lune ! avait dit mon amie. - Je sauterai en parachute ! avais-je répondu. A seize ans, un mois et douze jours, je me retrouvai à l'aérodrome de Meucon près de Vannes, dans un petit avion, prêt à accomplir mon rêve. » Patricia est une fille persévérante et dégourdie originaire de Brest, capable de vivre à fond, même quand le rêve tourne mal. Un récit autobiographique émouvant, empreint de douleur et d'espoir.
Gant Patricia Le Grand-Peoc'h
Meurzh | 16/12
Abadenn kan digor d'an holl
gant Yann-Bêr Premel hag e vignoned ! Deuit da ganañ kanaouennoù eus ar vro, anavezet pe da zizoloiñ ! Ma fell deoc'h kanañ unan ispisial, lavarit deomp hag e vo ouzhpennet war ar program !
Venez chanter avec Yann-Bêr Premel... e brezhoneg evel-just !
Ti ar Vro Bro Leon Park Kerlaouen, 48 straed ar Jeneral De Gaulle 29260 Lesneven 09 83 22 42 96 - tiarvroleon@gmail.com